Placeholder text

Kanoù noz

Kanoù noz

0 - Default Title
Description

Ganet e oa bet Friedrich Hölderlin e Lauffenam-Neckar er bloaz 1770. Kas a reas e studi war an doueoniezh e Tübingen, war un dro gant Schelling ha Hegel. Heuliañ a reas ivez kentelioù Fichte en Iena, er bloavezhioù 1794-1795, lec'h oa bet kaset da vezañ mestr-kelenner prevez gant sikour Schiller. E 1796 e kavas Hölderlin ur post kelenner prevez e tiegezh ar bankour Jakob Gontard, e Frankfurt. Retevoedezhañ mont kuite 1798, avat, en abeg d'an darempredoù karantezus a oa bet ganet etrezañ ha Suzette Gontard, gwreg ar bankour, a vez graet Diotima anezhi gant Hölderlin en e varzhonegoù hag en e romant Hyperion. E Bourdel e oa pa glevas e oa aet da anaon Suzette, ha diwar an darvoud kañvus-se e pegas an drevari e-barzh buhez ar barzh. Kavout a reas bod e ti ur munuzer e Tübingen, ma kasas 36 bloaz diwezhañ e vuhez ha ma varvas en dienez e 1843.

Product details
Binding:
Paperback
Number of Pages:
75
Release Date:
2015-01-01
Publication Date:
2015-09-18
Publisher:
TIR
Languages:
Published: French, Original: French
ISBN10:
2917681284
Weight:
110 g
Height:
210 cm
Width:
150 cm
Thickness:
6 cm
Currently sold out