{"product_id":"goulc-han-kervella-malo-ar-soner-violons-romant-9782916745343","title":"Malo, ar soner violons : romant","description":"\u003cp\u003e« Derc'hent-dec'h e oa bet brevet war ar rod ur soner violoñs. Tamallet e oa bet outañ bezañ kroget gant an dañs ha preizherezh ar paper timbr. Divempret eo bet goude ar marv ha staget pep tamm eus e gorf e pevar c'horn kêr Roazhon. » Diwar an darvoud gwirion-se, kontet gant ar varkizez a Sevigne, en deus Goulc'han Kervella ijinet istor Malo ar soner violoñs. E dibenn miz Here 1675 e oa. Distro e oa an dug de Chaulnes diouzh e dro Vreizh, torret gantañ emsavadeg ar Bonedoù ruz.\u003c\/p\u003e\u003cp\u003eMalo, soner violoñs yaouank, a gemer perzh e taolioù dispac'h Roazhon, e nevezamzer 1675, a-enep tailhoù nevez ar roue Loeiz XIV war ar paper timbr, al listri staen hag ar butun. A-gevret gant e zous Frida, ha daou vignon ail, Pêrig hag Anna, e tec'h diouzh ar gêr vras evit mont da gavout Sebastian ar Balp, savet e penn ar Bonedoù ruz e kreiz Breizh...\u003c\/p\u003e","brand":"AL LANV","offers":[{"title":"Default Title","offer_id":53919557484886,"sku":null,"price":0.0,"currency_code":"EUR","in_stock":false}],"thumbnail_url":"\/\/cdn.shopify.com\/s\/files\/1\/0925\/5829\/5382\/files\/product_image_9782916745343_1.jpg?v=1781886203","url":"https:\/\/www.momoxbooks.com\/products\/goulc-han-kervella-malo-ar-soner-violons-romant-9782916745343","provider":"momoxbooks","version":"1.0","type":"link"}