{"product_id":"friedrich-holderlin-kanou-noz-9782917681282","title":"Kanoù noz","description":"\u003cp\u003eGanet e oa bet Friedrich Hölderlin e Lauffenam-Neckar er bloaz 1770. Kas a reas e studi war an doueoniezh e Tübingen, war un dro gant Schelling ha Hegel. Heuliañ a reas ivez kentelioù Fichte en Iena, er bloavezhioù 1794-1795, lec'h oa bet kaset da vezañ mestr-kelenner prevez gant sikour Schiller. E 1796 e kavas Hölderlin ur post kelenner prevez e tiegezh ar bankour Jakob Gontard, e Frankfurt. Retevoedezhañ mont kuite 1798, avat, en abeg d'an darempredoù karantezus a oa bet ganet etrezañ ha Suzette Gontard, gwreg ar bankour, a vez graet Diotima anezhi gant Hölderlin en e varzhonegoù hag en e romant \u003ci\u003eHyperion\u003c\/i\u003e. E Bourdel e oa pa glevas e oa aet da anaon Suzette, ha diwar an darvoud kañvus-se e pegas an drevari e-barzh buhez ar barzh. Kavout a reas bod e ti ur munuzer e Tübingen, ma kasas 36 bloaz diwezhañ e vuhez ha ma varvas en dienez e 1843.\u003c\/p\u003e","brand":"TIR","offers":[{"title":"Default Title","offer_id":53904560783702,"sku":null,"price":0.0,"currency_code":"EUR","in_stock":false}],"url":"https:\/\/www.momoxbooks.com\/products\/friedrich-holderlin-kanou-noz-9782917681282","provider":"momoxbooks","version":"1.0","type":"link"}