{"product_id":"beauvais-nathalie-best-of-breizh-e-brezhoneg-80-rekipeou-ar-gegin-vreizhat-n-haller-ket-tremen-hebiou-9782843468834","title":"Best of Breizh ! : e brezhoneg : 80 rekipeoù ar gegin vreizhat n'haller ket tremen hebioù !","description":"\u003cp\u003e\n      \u003cb\u003e\n        \u003ci\u003e80 rekipe ar gegin vreizhat n'haller ket tremen hebioù !\u003c\/i\u003e\n      \u003c\/b\u003e\n    \u003c\/p\u003e\u003cp\u003eUn daeadenn nevez evit ar benngeginerez vreizhat : goude bezañ ijinet nouspet rekipe nevez gant an holl broduioù mat eus Breizh e kinnig ar wech-mañ Nathalie Beauvais tañva \u003cb\u003ear rekipeoù holl-vrudet\u003c\/b\u003e eus ar gegin vreizhat, da lavaret eo 80 rekipe evit ur veaj keginañ mod Breizh hag a gaso ac'hanoc'h eus ar gaoteriad d'ar gouign-amann, eus ar c'hig-ha-farz d'ar wastell giz Breizh, eus ar c'hrampouezh gwinizh-du da danavennoù braog gant chaous mod Kankaven...\u003c\/p\u003e\u003cp\u003eEvel ma vez graet en he levrioù all e ro Nathalie displegadennoù sklaer-kenañ evit ma teuoc'h a-benn da fardañ he rekipeoù. Kinnig a ra deoc'h ur stumm \u003cb\u003e\u003ci\u003eNevez\u003c\/i\u003e\u003c\/b\u003e evit an holl rekipeoù pe dost, gant mennozhioù lipous evit reiñ ur stumm nevez d'ar rekipeoù klasel-mañ. Evit ar re gurius e kont deoc'h istor ar rekipeoù hag o aozennoù. Hag evit kaout un ali mat evit ar c'hlotañ meuzioù gant ur banne gwin bennak he deus dibabet Nathalie un den arbennik hag e karantez gant he c'heginerezh : he gwaz, Arnaud ! \u003cb\u003e\u003ci\u003eYec'hed mat !\u003c\/i\u003e\u003c\/b\u003e\u003c\/p\u003e","brand":"Coop Breizh","offers":[{"title":"Default Title","offer_id":53850554663254,"sku":null,"price":0.0,"currency_code":"EUR","in_stock":false}],"thumbnail_url":"\/\/cdn.shopify.com\/s\/files\/1\/0925\/5829\/5382\/files\/product_image_9782843468834_1_d695d15f-a32f-43e5-9506-8dd184d63047.jpg?v=1783523209","url":"https:\/\/www.momoxbooks.com\/products\/beauvais-nathalie-best-of-breizh-e-brezhoneg-80-rekipeou-ar-gegin-vreizhat-n-haller-ket-tremen-hebiou-9782843468834","provider":"momoxbooks","version":"1.0","type":"link"}