{"product_id":"ar-borgn-herri-moc-h-gouez-kenekan-9782911447228","title":"Moc'h-gouez Kenekan","description":"\u003cp\u003eHa ma vehe ar moc'h-gouez a ziskouezhe an hent d'an dud ? Setu amañ un aliañs newez etre ar re wenn hag ar re zu ewid lakaad ar bed da droiñ a-fesson. Disorc'hoù \"singularis\" da ziskloumiñ kudennoù, ar c'hotaioù, al lisoù-hañvouez (pe hañvouez-kaoc'h), ar saverezhioù di-zouar, ar maïs... Pa oa bet raet ar gelloud d'ar moc'h doñv ged Jorj Orwell e oa re abred. A-c'houde, ged Kernobil, o deus gounidet ar moc'h, ar re c'houez ataw, skiant-prenet ha furnezh. Heuliomp o hentoù nos ewid gweled spessioù al labour-douar a-vremañ, ar c'hudennoù ekonomikel, an dilabour, an divroidigezh, ar c'hlask uraniom, ged un troc'had mad a fent hag a faltasi war-un-dro.\u003c\/p\u003e\u003cp\u003eKement'rall disoloet goude un arlu a ugent vloez bennag e-mesk ar Gatalanis. En o zouesk stourmerion an endro, ar c'hatalaneg, skolaerion \"Bressola\" da skwer, o tegass soñj dezañ ag ar yezh en doa komzet pa oa krouadur ha krenn-baotr. Kement'rall da zegass soñj dezañ ive ag e eontr Gwilham Ar Borgn, ur barzh labourer all, brudet e Bro Gwened.\u003c\/p\u003e\u003cp\u003eHa setu hon den en-dro e Seglian, er Vro Bourlet, éc'h embann \"Oberennoù an evn-nos\", é kemer perzh en un nebeud stourmoù : heni ar brezhoneg, heni an endro er gevredigezh \"Kafebara-amanenn\", é skriv e-barzh \"Mil Bouton\", da \"Nekepell\", da \"Bobl Vreizh\" hag é c'hounid e damm kreuñ ive memestra !\u003c\/p\u003e","brand":"SKOL VREIZH","offers":[{"title":"Default Title","offer_id":53547466260822,"sku":null,"price":0.0,"currency_code":"EUR","in_stock":false}],"url":"https:\/\/www.momoxbooks.com\/products\/ar-borgn-herri-moc-h-gouez-kenekan-9782911447228","provider":"momoxbooks","version":"1.0","type":"link"}