{"product_id":"andre-franquin-gaston-vol-14-9782916579023","title":"Gaston. Vol. 14","description":"\u003cp\u003eGanet eo bet André Franquin e 1924 en Etterbeek (Belgia). An tresañ zo bet pouezus evitañ adal e vugeliezh.\u003c\/p\u003e\u003cp\u003eKregiñ a ra da labourat e stal Dupuis e 1944, bountet enni gant e vignon Morris (tad Lucky Luke). E 1947 ez adkemer an dudenn Spirou, o tresañ « Le Tank » ha « Les Maisons préfabriquées ». E-keit se e sav ur bern tresadennoù evit kelaouennoù a bep seurt.\u003c\/p\u003e\u003cp\u003eGoude 1949 e vo sammet gant ar stirad « Spirou et Fantasio », gant an tresañ hag ar skrivañ evit ar gelaouenn \u003cb\u003eSpirou\u003c\/b\u003e : istorioù klok, goloioù, skeudennoù liesseurt. Hanved Spirou a gresk gant tudennoù dispar : Kont Champignag, ar Marsupilami (1952), ar gazetennerez Sekotin, Zantafio ha Zorglub, h.a.\u003c\/p\u003e\u003cp\u003eEtre 1955 ha 1959 e ray Franquin war-dro « Modeste et Pompon » bet krouet gantañ evit ar gelaouenn \u003cb\u003eTintin\u003c\/b\u003e.\u003c\/p\u003e\u003cp\u003eE 1957, evit reiñ buhez d'ar pajennoù skridaozet, e teu war wel un « haroz dilabour » krouet gant André Franquin, aozer an dresadenn, ha gant Yvan Delporte, a roas dezhañ ur bersonelezh hag ar c'hentanv Gaston e koun ur mignon ken beiadour all !\u003c\/p\u003e\u003cp\u003eEvit un emziskouez dister eo pedet Gaston war \u003cb\u003eSpirou\u003c\/b\u003e da gentañ. Leuskel a ra roudoù glas un tamm e pep lec'h war ar pajennoù, ha hadañ reuz er skridaozerezh. Un taol berzh eo 'vat. Ne oa ket bet krouet Gaston da vezañ un dudenn a vandennoù treset. E stirad dezhañ en deus koulskoude.\u003c\/p\u003e\u003cp\u003eRet eo da Franquin, re sammet gant al labour, dilezel tudennoù, hag istorioù zo. E 1968 e tilez Spirou, roet da Fournier, ur Breizhad (krouer Bizu).\u003c\/p\u003e\u003cp\u003eE 1972 e krou, evit goloioù \u003cb\u003eSpirou\u003c\/b\u003e, e erevent koantik a vo strollet en albom « Cauchemarrant », embannet gant Bédérama e 1979.\u003c\/p\u003e\u003cp\u003e« Mennozhioù Du » (Idées Noires) zo embannet gant \u003cb\u003eLe trombone illustré\u003c\/b\u003e e 1977 da gentañ ha gant \u003cb\u003eFluide glacial\u003c\/b\u003e da c'houde.\u003c\/p\u003e\u003cp\u003eGant an oad, ne dres ket Franquin kement a draoù ken.\u003c\/p\u003e\u003cp\u003eE 1987, ar Marsupilami en deus e stirad dezhañ, treset gant Batem dindan evezh Franquin evit an albomoù kentañ.\u003c\/p\u003e\u003cp\u003eE 1989 e tres Franquin kalz tudennoù bihan, an Difoued, en ur stirad tresadennoù fiñ evit ar skinwel.\u003c\/p\u003e\u003cp\u003eAet eo Franquin da anaon e 1997. Ne welo ket embannadur Gaston e rezh naontek levrenn genheul e ti Dupuis, gant div levrenn dresadennoù, ankouaet pe dilezet gant an aozer pa oa bev, e ti Marsu-Productions.\u003c\/p\u003e\u003cp\u003eLaouen omp o kinnig ul levrenn e brezhoneg eus beiadurioù ur paotr dizampart met ken jentil...\u003c\/p\u003e","brand":"YORAN EMBANNER","offers":[{"title":"Default Title","offer_id":53881382469974,"sku":null,"price":0.0,"currency_code":"EUR","in_stock":false}],"url":"https:\/\/www.momoxbooks.com\/products\/andre-franquin-gaston-vol-14-9782916579023","provider":"momoxbooks","version":"1.0","type":"link"}