{"product_id":"andre-franquin-gaston-vol-10-9782916579030","title":"Gaston. Vol. 10","description":"\u003cp\u003eGanet eo bet André Franquin e 1924 en Etterbeek (Belgia). An tresañ zo\n bet pouezus evitañ adal e vugeliezh.\u003c\/p\u003e\u003cp\u003eKregiñ a ra da labourat e stal Dupuis e 1944, bountet enni gant e vignon\n Morris (tad Lucky Luke). E 1947 ez adkemer an dudenn Spirou, o tresañ\n \"Le Tank\" ha \"Les Maisons préfabriquées\". E-keit se e sav ur bern tresadennoù\n evit kelaouennoù a bep seurt.\u003c\/p\u003e\u003cp\u003eGoude 1949 e vo sammet gant ar stirad \"Spirou et Fantasio\", gant an tresañ\n hag ar skrivañ evit ar gelaouenn Spirou : istorioù klok, goloioù, skeudennoù\n liesseurt. Hanved Spirou a gresk gant tudennoù dispar : Kont\n Champignag, ar Marsupilami (1952), ar gazetennerez Sekotin, Zantafio ha\n Zorglub, h.a.\u003c\/p\u003e\u003cp\u003eEtre 1955 ha 1959 e ray Franquin war-dro \"Modeste et Pompon\" bet krouet\n gantañ evit ar gelaouenn Tintin.\u003c\/p\u003e\u003cp\u003eE 1957, evit reiñ buhez d'ar pajennoù skridaozet, e teu war wel un \"haroz dilabour\" krouet\n gant André Franquin, aozer an dresadenn, ha gant Yvan Delporte, a roas dezhañ ur bersonelezh\n hag ar c'hentanv Gaston e koun ur mignon ken beiadour all !\u003c\/p\u003e\u003cp\u003eEvit un emziskouez dister eo pedet Gaston war Spirou da gentañ. Leuskel a ra roudoù glas\n un tamm e pep lec'h war ar pajennoù, ha hadañ reuz er skridaozerezh. Un taol berzh eo 'vat.\n Ne oa ket bet krouet Gaston da vezañ un dudenn a vandennoù treset. E stirad dezhañ en deus\n koulskoude.\u003c\/p\u003e\u003cp\u003eRet eo da Franquin, re sammet gant al labour, dilezel tudennoù, hag istorioù zo. E 1968 e\n tilez Spirou, roet da Fournier, ur Breizhad (krouer Bizu).\u003c\/p\u003e\u003cp\u003eE 1972 e krou, evit goloioù Spirou, e erevent koantik a vo strollet en albom\n \"Cauchemarrant\", embannet gant Bédérama e 1979.\u003c\/p\u003e\u003cp\u003e\"Mennozhioù Du\" (Idées Noires) zo embannet gant Le trombone illustré e 1977 da\n gentañ ha gant Fluide glacial da c'houde.\u003c\/p\u003e\u003cp\u003eGant an oad, ne dres ket Franquin kement a draoù ken.\u003c\/p\u003e\u003cp\u003eE 1987, ar Marsupilami en deus e stirad dezhañ, treset gant Batem dindan evezh Franquin\n evit an albomoù kentañ.\u003c\/p\u003e\u003cp\u003eE 1989 e tres Franquin kalz tudennoù bihan, an Difoued, en ur stirad tresadennoù fiñv evit\n ar skinwel.\u003c\/p\u003e\u003cp\u003eAet eo Franquin da anaon e 1997. Ne welo ket embannadur Gaston e rezh seitek levrenn\n genheul e ti Dupuis, gant div levrenn dresadennoù, ankouaet pe dilezet gant an aozer pa oa\n bev, e ti Marsu-Productions.\u003c\/p\u003e\u003cp\u003eLaouen omp o kinnig an eil levrenn\n e brezhoneg eus beiadurioù\n ur paotr dizampart met\n ken jentil...\u003c\/p\u003e","brand":"Yoran Embanner","offers":[{"title":"Default Title","offer_id":53883104035158,"sku":null,"price":0.0,"currency_code":"EUR","in_stock":false}],"url":"https:\/\/www.momoxbooks.com\/products\/andre-franquin-gaston-vol-10-9782916579030","provider":"momoxbooks","version":"1.0","type":"link"}