{"product_id":"1950-madeg-mikael-okinita-9782911210945","title":"Okinita","description":"\u003cp\u003eEun disparti etre priedou ? Beza skarzet deuz e labour ? Ma, kement-se toud a hell rei lañs adarre d'an nen. Evel-se e-neus komprenet Yann e-noa barregeziou n'e-noa ket kavet implij dezo beteg-henn... O kinita e vez bremañ... Ha berz, ma doue, ken ne hell ket basta d'an oll houlennou !\u003c\/p\u003e\u003cp\u003eEn dastumad dihortoz-mañ e laka (Super) Mikael Madeg e bluenn da labourad evid brasa mad ar fent, gand eur zell lemm war stultennou an dud, hag an darempredou etrezo. Kridiennou ho-pezo gand « E toull ar prenestr », hag ive, etre diou hoarzadenn, gand « Nedeleg laouen Laou Nedeleg ! » Hag eun taol-lagad lik e bedig-bed ar skolajidi gand « E ano an tad »... Eun tañva lennegel nevez ha liesseurt, en eur yez c'hwek !\u003c\/p\u003e\u003cp\u003eRoll-diroll a zo eun dastumadenn a skridou dihortoz.\u003c\/p\u003e","brand":"momoxbooks","offers":[{"title":"Default Title","offer_id":53587170197846,"sku":null,"price":0.0,"currency_code":"EUR","in_stock":false}],"thumbnail_url":"\/\/cdn.shopify.com\/s\/files\/1\/0925\/5829\/5382\/files\/product_image_9782911210945_1.jpg?v=1778477356","url":"https:\/\/www.momoxbooks.com\/products\/1950-madeg-mikael-okinita-9782911210945","provider":"momoxbooks","version":"1.0","type":"link"}